Eskern ar c'hreiztroad

Eskern ar c'hreiztroad (niv. 5 en dresadenn)

Eskern ar c'hreiztroad eo ar pemp askorn a zo en troad, etre eskern ar chouk-troad ha oeñsoù ar bizied-treid.

Teir lodenn a ya d'ober pep askorn : ar penn (koublet ouzh an oeñs nesañ), ar c'horf hag an diaz (koublet ouzh lod eus eskern ar chouk-troad hag eskern ar c'hreiztroad all).

Boutin eo torr eskern ar c'hreiztroad gant ar c'hoarierien mell-droad.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search